Rijeka (distaget [ˈrijɛːka] e kroateg, Rika pe Reka er yezh komzet ; Fiume en italianeg, Reka e sloveneg, Sankt Veit am Flaum en alamaneg) eo porzh brasañ Kroatia war aod Mor Adria. E-pad pell eo bet anavezet gant an anv italianek Fiume a dalvez, evel an anv kroatek Rijeka, kement ha stêr, froud. An trede kêr vrasañ eus Kroatia eo, gant 144 043 a annezidi (2001) (240 000 en tolpad-kêrioù).
Kêr-benn kontelezh Primorje-Gorski Kotar eo Rijeka. E goueled Pleg-mor Kvarner emañ. Diazezet eo armerzh Rijeka war he forzh dreist-holl, ha war an touristerezh hag ar sevel-listri.